Kendiviz war an UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh)

Publié le par Rémi BEAUTO

Colloque sur l'UDB.

 


  • Heuliad « War an ton bras » gant Claude Nadeau ha Lionel Buannic. Bed ar sonerezh klasel awenet gant Breizh war an ton fentus: ar bagadoù
  • Keleier : Kendiviz war an UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh). D’ar 4 ha 5 a viz Ebrel e vo dalc’het e Roazhon, e Skol uhel ar Studioù Politikel, ur c’hendiviz bras war plas an UDB er stad kreizenner m’eo ar Frañs. 50 vloaz eo ar  strollad politikel breton. E 1964 e oa bet savet. Ur strollad a gleiz hag ekologour eo. Ur gelaouenn viziek Le Peuple Breton a zo ganti. Ur c’hant kuzulier kêr bennak a zo, pevar dilennad er C’huzul Rannvro. Pedet : Tudi Kernalegenn, aozer ar c’hendiviz ha doktor war ar skiantoù politikel, Herri Gourmelen, ezel eus UDB abaoe kazi an deroù.
  • Kronikenn Dic’hortoz gant Yann Herle Gourves : penaos merc’heta un Udebeez.
  • Heuliad : Ar Gwerzioù. «Iwan Gamus» , ur werz kanet ha displeget gant Erik Marchand. Aozet gant Bernez Quillien ha Didier Boussard.
  • Sonerezh : Rozenn Talec ha Yannig Noguet. Emañ ar ganerez Rozenn Talec o paouez sevel ur bladenn gant Yannig Noguet, soner akordeoñs. « Mouezh an Diaoul » eo titl o fladenn. Tonioù hengounel evit an darn vrasañ hag un toullad kanaouennoù savet gant an daouad. Klevet e vint war-eeun : « Keleier Notre Dame des Landes » ha « Koñkour Speied ».
  • Kronikenn kelaouennoù : Sonia Zaoumi a ginnig Al Liamm, koshañ kelaouenn lennegel ha sevenadurel a zo tost d’he 400vet niverenn ha Le Poher, kazetenn bro Poher a ginnig, gwech an amzer, ur pennadig e brezhoneg d’he lennerien.

Publié dans INTERNATIONAL

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article